Strollad Tea Party

Banniel Gadsden hag al lugan («Don't tread on me») a zo e-touez an elfennoù tennet eus Vrezel dieubidigezh SUA hag a zo adimplijet gant izili Tea Party
Dibunadeg izili Tea Party e Washington d'an 12 a viz Gwengolo 2009

Strollad Tea Party (saozneg : Tea Party movement, TPM) a zo ur strollad politikel nargennus ha diseurt stadunanat a sav a-enep ar Stad kevreadel hag an tailhoù.

Deuet eo ar strollad-se war-wel e-pad prezidantelezh Obama, da vare enkadenn ekonomikel 2008-2010. Sevel a ra izili Te Party a-enep dispignoù ar Stad, e-keñver skoazellañ ar sistem argant hag adreiñ nerzh d'an armerzh, hag ivez e-keñver aozañ ur sistem surentez sokial boutin e SUA (Patient Protection and Affordable Care Act).

Goulenn a ra izili Tea Party ma vo distroet da ziazezoù ar vro, se zo kaoz e reont gant doareoù a denn da Vrezel dieubidigezh SUA. Un dave da Tea Party Boston eo anv ar strollad, diwar hini un darvoud istorel a c'hoarvezas e penn-kentañ an Dispac'h amerikan a-enep roueelezh Breizh-Veur en 18vet kantved.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search